Avel Em Fenn - Gwener 27 a viz C'hwevreur
Bev mad eo ar vuhez assosiatif en Douar Santel! Géraldine Robreau ag ar gevredigezh Tolpiñ ha Brewen Le Guellec ag Ar Vreudeu le Gellec a gomz a-ziar o c'hevredigezhioù hag ur fest-noz a vo aozet gete e Kaodan d'an 18 a viz Imbrilh.
Loeiz Beleg a gont ur vojenn e 'Ar Hentoù an Antroposen': kani 'aval Newton' an hani eo!
Ha Tristan Govig a gomz aveit ar wezh zivezhañ a-ziar é dezenn àr oberenn Kristen Noguez.
Benjamin Bouard a gas ar c'heleier, mes ur gudennig teknikel zo bet get ar son: muzik vez klevet edan ar c'heleier! Hon digarez aveid kement-se.